Kalz a dud a gerzh tre em c´hichen
N´anavezan ket anezho. Din-me int estrenien.
Met dit-te zo pell du-hont,
En tu all d´an dezerzhioù ha d´al lennoù,
En tu all d´ar savanennoù ha d´an inizi,
Evel d´ur breur e komzan dit.
M´eo dit-te ma nozvezh,
Ma sav da zaeroù em daoulagad,
M´eo heñvel hon huchadennoù,
Evel d´ur breur e komzan dit.
Daoust d´hor gerioù bezañ disheñvel,
Ha te du, ha me gwenn,
M´eo heñvel hor gloazioù,
Evel d´ur breur e komzan dit.
Dreist an holl harzoù,
Dreist ar mogerioù hag ar peulgaeoù,
M´eo heñvel hon hunvreoù,
Evel d´ur breur e komzan dit.
Ma´z eus ur vammvro voutin dimp-ni hon-unan,
Ma´z eus ur stourm voutin dimp-ni hon-unan.
Ma dorn a roan dit,
Evel d´ur breur e komzan dit.
Poema “Irmaus” de Celso Emilio Ferreiro.
Traducido ao bretón por Natali Raoul.

*** *** ***
A Porta Verde
A Porta Verde
pola irmandade galego-bretona!!
Sem comentários:
Enviar um comentário